Gresianeg Kappadokia

Gresianeg Kappadokia, anvet ivez Kappadokieg pe c'hoazh gresianeg Azia Minor a zo anv ur rannyezh gresianek a-vremañ bet komzet gwezhall e Kappadokia (Kreiz Turkia).

Abalamour d'an eskemmoù poblañs etre Gres ha Turkia er bloavezhioù 1920 e oa bet rediet ar gappadokegerion da vont kuit diouzh Turkia hag adannezañ e Gres, o vont da chom dreist-holl e Kreiz hag e Norzh ar vro.

Buan-tre da c'houde e oa bet dilezet gante rannyezh gresianek Kappadokia evit ober gant ar gresianeg unvan betek ma kredas e oa aet da get penn-da-benn ar yezh abaoe ar bloavezhioù 1960.

E 2005 avat, e oa bet dizoloet gant Mark Janse (Roosevelt Academy, Middelburg) ha gant Dimitris Papazac'hariou (Skol-Veur Patras) Kappadokiz a-orin e Kreiz ha Norzh Gres barrek war o yezh vamm c'hoazh, en o zouez tud a oad etre hag ivez komzerion staliet eno abaoe tri rummad ma vez sellet gwelloc'h gante ouzh o yezh-i evit gant o zud hag o zud-kozh ac'h a kentoc'h e gresianeg unvan dre ma sellont ouzh ar c'happadikeg evel ur yezh isprizeit.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne